Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Pa vez lipous ar sevenadur

Sevenadur
02/01/2023
Pa vez lipous ar sevenadur
An tolpad-kêrioù a fall dezhoñ kinnig ur programm sevenadurel a galite d’ar skolidi mes ivez o lakat da vout perzh er c’hrouiñ arzel.

Evit kas pelloc’h ar gefridi-se e ren ur raktres nevez get deskarded ensavadur mezegel-micherel (EMM) Ar velin c’hlas e Sant-Teve. A-c’houde an diskar-amzer paseet, ur pemzek bennak anezhe a gemer lod en ur raktres deskadurezh arzel ha sevenadurel àr temoù ar boued hag ar bevañs. Ar re yaouank-se, anezhe tud etre 14 ha 19 vlez dalc’het get un namm intelektuel, zo bet goulennet gete prederiiñ da gentañ ha krouiñ goude se àr temoù ar goust, al lipouzerezh hag an terouer. Meur a atalier ha meur a emgav o deus bet ar skolidi asambl get gouniderion ag ar vro ha get pare arzel ar strollad Les Bas-Bleus (leurennaozour, leurennourez...) . Petra eo pal o labour ? Empenniñ ul leurennaoziñ dibar, get an neuz ha get ar son, evit treuzfurmiñ hall ar greizenn sevenadurel Ar Volz e Sant-Teve, a genlabour hi ivez get ar raktres. D’ar 26 a viz Genver 2023 e vo diskouezet o c’hrouidigezhioù da razh an dud e-pad un nozvezh dibar ha lipous mard eus unan. Goude bout sevenet ar raktres e peurachuo ar strollad Les Bas-Bleus e chomadenn e Sant-Teve é c’hoari e abadenn dre soub « Gourmandise ou il faut beaucoup aimer ». E stomog ur charajin e vo splujet da vat an arvesterion. Da gloziñ get an nozvezh e vo un dañvadeg, un abadenn ag ar re blijusañ oc’hpenn aozet get re yaouank an EMM.

Evit gouiet hiroc’h :

An obererezh-se zo laket àr-sav a-barzh ur raktres labelaet « deskadurezh arzel ha sevenadurel ». Sikourioù argant a resev diget RRAS Breizh dre ar stignad « Sevenadur yec’hed ».

Ar skolidi a laka àr-sav ul leurennaoziñ àr temoù ar bevañs hag al lipouzerezh.

Pennad stag : Hentadoù deskadurezh arzel ha sevenadurel evit an holl

An tolpad-kêrioù a astenn e hentadoù deskadurezh arzel ha sevenadurel dre razh skolioù ar c’hornad. Kenlabourat a ra ingal get frammoù hag a ra àr-dro tud yaouank nammet. Evel-se e vez kaset da benn raktresoù dibar bep blez asambl get Ensavadur mezegiezh desavadurel Ar Balafenned Gwenn e Sine, hini Pont Koed e Gregam hag Ensavadur deskadurezh azasaet Bodon e Gwened.