Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Peseurt skoazell EVIT MA NEVESADUR ENERGETEK ?

Annez
29/06/2021
in
Poent àr stignadoù an tolpad hag an dud da vonet e darempred gete revez ho saviad

AN OBERIADENN NEVESAAT

Evit ho labourioù nevesaat energetek e vehet sikouret gant ar stignad-mañ met ivez evit an azasaat d’ar c’hoshaat pe d’un namm bennak. Heñchet e vehet gant ur bare a-hed ho raktres : termeniñ al labourioù, sikour da zielfenniñ ar rakrprizioù, titouroù àr ar skoazelloù ha sevel ar goulennoù skoazell get an tolpad-kêrioù hag an Abra (e-maez MaPrimRenov’)

Gouiet hiroc’h war an divizoù a-fet korvoder ha sammad ar skoazelloù : operation-renovee.bzh

 

Gant an Oberiadenn Nevesaat, e vehet sikouret get an tolpad da gas ho labourioù nevesaat energetek da benn. Peder skoazell argant a c’heller kaout : an hini gentañ a denn da gemer perzh en diagnostik energetek evit priziiñ al labourioù a vo d’ober ; an eil skoazell a vez roet ma sav ar gounid energetek da 25% da nebeutañ da-heul ho labourioù. An trede a denn da nevesadur hollek ho lojeiz evit tizhout ul live savadur beveziñ izel. Hag an hini diwezhañ a vez roet ma rit gant difuerioù a orin bio. (diàr ar filierenn plant pe loened).

KRITERIOÙ

DILENNUSTED TERMENET

Doc’h ar pezh a c’hounezit e vez roet ar skoazelloù pe pas. Ho pet soñj eta bout get ho kemenn telliñ é-raok monet e darempred get servijoù an Oberiadenn Nevesaat.

A-hend-arall e rank al lojerisoù bout bet echuet a-c’houde oc’hpenn ugent vlez ha bout annezet gant o ferc’henned evel lojeiz pennañ.

Ar berc’henned a feurm pe ar feurmerion a c’hell bout skoazellet gant an Ajañs-departamant evit an titouriñ àr al lojiñ (ADTL)

MAPRIMRÉNOV’

GET AN ABRA

Ar Stad a ginnig ivez ur skoazell d’an nevesaat energetek : MaPrimRénov’, a c’heller oc’hpenniñ get re an Oberiadenn Nevesaat. Evit gouiet penaos e kerzh an traoù get ar stignad-se e c’hellit monet e darempred get Ajañs vroadel an anneziñ  (Abra) pe monet àr-eeun àr www.maprimrenov.gouv.fr. Ar servij Oberiadenn Nevesaat ne ver nag ar c’has nag an heuliiñ evit a sell doc’h ar goulennoù avat.