Diwezhañ
Pevar oberataer broadel stag doc’h gwiennoù an tolpad-kêrioù
Diàr vremañ e kinnig ar pevar oberataer broadel (Bouygues Télécom, Free, SFR hag Orange) o servijoù dre REV@, rouedad Kas Uhel-kenañ an tolpad-kêrioù.
Dont a ra ar c’hinnig servijoù-se oc’hpenn hini an dek oberataer bennak a oa àr ar marc’had dija a-c’houde meur a vlez, tra ma kendalc’h an obererion dishañval (Megalis Breizh Kas Uhel-kenañ, Orange hag ar gumuniezh tolpad-kêrioù) da staliiñ ar gwiennoù dre ar c’hornad-bro. Ar rouedad REV@, bet roet lañs dezhoñ e 2013 get ar gumuniezh tolpad-kêrioù, a zeservij oc’hpenn 40 tachenn labourerezh get ar gwiennoù optikel diàr vremañ. Er rouedad-se e c’hell oc’hpenn 11 000 tiad, embregerezh ha lec’h foran goulenn bout kevreet dre ar gwiennoù. Oc’hpenn 4 000 koumananter zo bremañ.