Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Preniñ ur velo-samm : un taol-sikour get ar gumuniezh

Monedone
17/11/2020
In
Get ar beloioù-samm, pe e vehent divrodegoù, teirrodegoù-porteziñ pe beloioù hiraet, e c’heller sammiñ traoù pe tud dirak pe a-dreñv.

Unan ag an diskoulmoù dougen arall e c’hell bout, e-lec’h implij ur c’harr-tan personel, mes dav eo postiñ àr-dro 2 000 € a-barzh (un hanter muioc’h mar bez unan dredan). Ar gumuniezh tolpad-kêrioù he deus grataet aesaat implij ar velo en he ziriad. Setu perak e vo astennet he stignad skoazell evit preniñ ur velo dredan (VAE) da razh ar beloioù-samm, tredan pe pas. Soñjet eo ar skoaziadenn-se evit razh annezidi ar 34 c’humun ag an tolpad-kêrioù, hep derc’hel kont a beadra an dud, hag evit an dud a labour en un embregerezh ag an tiriad hag he deus savet ur steuñv dilec’hiiñ (PDE). An embregerezhioù pe an emembregererion hag a faot dezhe gober un implij micherel ag ar velo a c’hell goulenn ar skoazell-se ivez. Just-evel evit preniñ ur velo dredan e sav ar skoaziadenn da 25 % ag ar brenadenn (belo nevez pe eildorn e ti un den a vicher). Evit ur velo-samm hep tredan n’hell ket ar skoaziadenn bout oc’hpenn 400 €, 800 € evit unan dredan. Neoazh, ar stignad-se ne gemer ket an adkirri nag ar c’hitoù tredaniñ e kont.