Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Servijoù Titouriñ : ar justis en amen d’an holl

Kengred
02/01/2023
1
c’hompezadur justis, kinniget en darn vrasañ ag ar Servijoù Titouriñ er c’hornad, zo ur servij digoust a c’heller goulenn diget ur skoazeller àr ar justis karget da gavouet diskoulmoù dre gaer da vreudoù a c’hell bout etre amezeion, perc’henned ha feurmerion, implijerion hag implijidi, ha kement zo. « Hor roll eo adskoulmiñ an darempred etre ar berzhidi. Dre mard omp neptu e vez siouloc’h an darempredoù lies-mat, àr-lerc’h meur a viz, pe mem meur a vlez gwezhavez, é tabutal », eme Jean-François Merlier, kompezer justis anezhoñ hag a c’heller gwelet e burevioù Servijoù Titouriñ Rewiz e Sarzhav. Ar gwiraour-se, àr e leve, zo kompezer a-youl-vat anvet get 1añ Prezidant lez-varn galv Roazhon a-c’houde daou vlez. Ur statud gwirel eo, « e-maez al lezioù-barn », bet savet e 1978 evit difenn ur seurt justis « dre gaer », muioc’h a-led evit a-blom, hag ur feson ivez da zisammiñ ar varnerion a c’hell gober getoñ da-geñver un argerzhadur ivez.

Oc’hpenn ar gompezerion justis ec’h eus kevelerion arall a ya da greskiñ ar c’hinnig servijoù er Servijoù Titouriñ. Dalc’hoù a vez kinniget ingal get skoazellerezed sokial, get dileuridi ag an Tailhoù, ag ar Gefridiezh Lec’hel, ag ar C’hef Goproù-tiegezh, a Genwarez Sokial al Labour-douar, ag an Ajañs Departamant evit Kelaouiñ àr al Lojiñ hag aozadurioù arall c’hoazh.