Diwezhañ
Tachadoù nevez evit ar gantreerion
Pep unan ag an tachadoù-se a c’hell degemer betek 6 karavanenn àr ur goorread 1000m2 pe àr-dro. Ur savadur 27m2, skouerius a-fet an endro, zo bet savet oc’hpenn ar golc’hiri hag ur savenn toet. Get panelloù fotovoltaek ha beolioù da zaspugn an dour glav e c’hellor bihanaat bevezadur dour ha tredan ar feurmerion ivez. E-mesk ar 14 familh o doa kaset un teuliad ec’h eus bet miret 4 àr ziazez meur a griter evel ar raktres kenempriñ ma rakweler skoliata ar vugale pe roiñ lañs d’un obererezh micherel reoliek. « Brav eo dimp amañ. Tost da bep tra. A-c’houde an distro-skol ec’h a daou vugel din d’ar skolaj a zo just e-tal. Àr droad pe àr velo e c’hellont monet di. Dinec’het e vezan-me », eme ur vamm. Evel en Aradon, razh ar familhoù o deus sinet ur gevrat feurmiñ get ur feurm miziek, evit ur prantad 3 blez a c’heller adkas.