Diwezhañ
Tapomp ar pleg da arboelliñ an dour
Teurel meiz d’an diveriñ (alc’hwez, kas-dour…) eo ar c’hentañ tra da ober evit chom hep beveziñ kantadoù a litradoù dour bemdez. Ken talvoudus all eo serriñ an alc’hwezioù hag ar c’honter dour e-raok monet da vakañsiñ. Oc’hpenn se ec’h eus un nebeud fesonioù da ober gete er sal-dour, ar lec’h ma vez bevezet ar muiañ a zour en tier. Em walc’hiñ edan ar strinkerezh, nompas er gibell. Serriñ an alc’hwez pa vrouster e zent pe pa walc’her e zaouarn, rak 12 litrad dour a vez bevezet bep munut pa chom digor un alc’hwez ! Evit ar mekanikoù e vez gwelloc’h gwalc’hiñ dilhad get ar mod « eko » pe get dour izel e wrez. Hag evit ar liorzh e vez gwelloc’h he douriñ, ma vez ret, d’enderv-noz ha get dour-glav hag a c’hell bout dastumet e beolioù da adtapout dour.
17 litr zo ret evit douriñ ur metrad karrez er liorzh. Soñjit adtapout an dour-glav !