Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

TEULIAD : Un hañvad 100% ag ar vro

Sevenadur
27/06/2022
1
Raklavar | Ar gwiskamantoù hag an dantelez, evel-rezon. Hag ar c’hrampouezh, an triskell hag an taolioù-maen. Sevenadur Breizh zo en e aez get ar c’hlichedoù stag doc’htañ, mes d’ar re a ya pelloc’h getañ e kinnig un dachenn kalz ledanoc’h : muioc’h a livioù, muioc’h a arouezioù, muioc’h a oberoù, muioc’h a chemet. Hep arsav e vez adstummet hag adijinet an danvez sevenadurel-se get tud ar vro, etre hengounioù ha modernelezh. Ha ne vern e vehe an dud-se Bretoned a vihanik pe a galon, pe tud é trémen. Ur fed eo bremañ : an dud eo da gentañ-penn a ra ar sevenadur. Profitit ag an hañv ‘ta evit monet da welet ar re a laka ene Breizh da veviñ. Kit da dañva gochtial ar Moulin à café pe tartar bezhin Lucie Corgne. Em lezit da vonet get mouezh ur c’hontour pe da droiñ get dañserion o gwiskamant marellet. Peotramant chomit pell doc’h an tolpadoù tud ha kit àr droed pe àr velo a-dreuz ar maezoù da welet glad ar geinvro. Ur yoc’h a sortiadennoù evit ma vehe ho hañvad unan hep e bar.

Kredad luc’hskeudenn : @MichelBarberon

Sifroù pennañ :

375 a obererion àr dachenn sevenadur Breizh renablet e 2019
6 bagad (pareoù a c’hoari sonerezh Breizh)
48 kevredigezh a ra àr-dro chapelioù pe a aoz pardonioù ha prosesionoù
2 glub gouren hag un atalier troskol
4% a skolidi an tolpad zo divyezhek o c’hursus
1000 a levrioù brezhonek e Skol-Uhel ar Vro
590 a zeskarded o doa heuliet Kentelioù arz ha sevenadur e 2021-2022
32 lec’h evit deskiñ sonerezh Breizh

Bevoc’h evit biskoazh eo sevenadur Breizh

D’ar re a gav gete emañ sevenadur Breizh un dra ag an amzer tremenet. D’ar re a gred dezhe emañ skornet er levrioù istoer hag er mirdioù. Nend eus nemet gaou geneoc’h. Sevenadur Breizh zo cheñch-dicheñch hag a-vremañ penn-da-benn, ha get ur bochad obererion hag annezidi e vez kaset àr-raok. « Ne faot ket deomp miret digemm hor sevenadur ; en diskouez evel ma vev hiziv ne lâran ket », eme Jean-Jacques Page, kuzulier-kêr karget ag ar sevenadur hag ar brezhoneg.
Sevenadur hor bro, anavet evel glad sevenadurel dizanvezel (GSD), zo liessort kement evel m’eo souezhus ar stummoù anezhañ. Kej-mesk emañ ar festoù poblel, ar sonerezh, an dañs, mes ivez an hengoun komzet, ar c’hontadennoù, ar c’hoarioù, ar sportoù (gouren, mell-droad Iwerzhon), ar broderezh pe c’hoazh an arzoù keginiñ.
An tolpad-kêrioù a faote dezhañ gouiet resis peger puilh ha pegel liessort e oa ar glad-se. Evit-se en doa graet e 2019 ur renabl ag an obererion er vro ha lakaet meur a bal : gwareziñ, treuzkas ha talvoudekaat « danvez sevenadurel » Breizh ; gober ma c’hello tout an dud gober getañ ; gober ma tiwano sinergiezhioù nevez ag an ekosistem-se. Evel-se e oa bet c’hoariet en ur sistrerezh e Aradon un arvest savet diàr gontadennoù ha diàr zanevelloù. Aozet e oa bet ivez ur fest-noz e Vanocéa en diskar-amzer 2021, hag asambl e oa em gavet neuñverion ha dañserion er mem tro.

Brudiñ sevenadur Breizh e-mesk ar re yaouank

Abred ne goll gwezh erbet evit brudiñ pleustroù ar vro. An dra-se zo kaoz en deus savet an tolpad-kêrioù meur a stignad evit ar skolidi. Lies a abadennoù a-fet ar yezh hag an arzoù a vez graet er skolioù get Emglev Bro Gwened, rouedad ar c’hevredigezhioù breton a zo staliet e Ti ar Vro. Lod anezhe, evel Petra Neue, Festival ar c’hontadennoù e Baden hag ar gengevredigezh Kenleur, a laka ar re yaouank da ober anavedigezh get ar c’hanaouennoù, an dañsoù hag ar c’hontadennoù ag ar vro. Ar sonerezh hag ar soñin a vo oc’hpenn se adal miz Gwengolo, rak bagadoù Gwened hag an Elven ha Bodadeg ar Sonerion a ray abadennoù er skolioù.

Gouiet + : an obererion ag ar vro zo pedet d’em zouarlec’hiiñ en ur savlec’h niverel e golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh

2

Kredad luc’hskeudenn : Michel Thierry
Fêtes d’Arvor – Michel Thierry

Harpet e vez ar brezhoneg get an tolpad-kêrioù

Ar brezhoneg zo unan a pileroù hor glad dizanvezel. An tolpad-kêrioù a ra kalz traoù evit gwareziñ ha brudiñ an implij anezhañ : staliiñ panelloù gallek ha brezhonek bep taol a-barzh ar c’heveliñ get Ofis publik ar brezhoneg, stignadoù evit aesaat an deskiñ brezhoneg er skolioù, lakaat àr wel arzerion hag oberennoù brezhonek, ha me ‘oar-me. Oc’hpenn se e oa bet digoret en-dro levraoueg Skol-Uhel ar Vro a-drugarez ar strollegezh. Evel-se e c’hell razh an dud lenn a-nevez 6000 a oberennoù, en o mesk 1000 a oberennoù skrivet e brezhoneg.
www.mediathequesdugolfe.bzh

Festoù-noz en dour
 
Sonerion é soniñ tostik-tost d’ur poull ? Un dañs-tro get korollerion gwisket gete o dilhad-kouronkiñ ? Setu aze ar soñj dibar daet get an tolpad evit tolpiñ tud a bep sort a-drugarez ar sonerezh ag ar vro. Degadoù a dud a oa em gavet da-geñver ur fest-noz dreist-ordinal e Vanocéa (Gwened) en diskar-amzer paseet. Get ar berzh he doa graet an abadenn e vo aozet unan arall e Akwagolf an Elven edan berr.

3

Testenioù
Petra gober a-bad an hañv evit ma vo ur momed bourrus en ur zizoloiñ traoù nevez ?

Guirec Zeo, hanterour e kastell Susinioù
Bep hañv ec’h eus begon ha fourgas e Damani Susinioù. A-c’houde meur a vlez e klask ar C’hallaoued skoulmiñ en-dro get o glad, ha me a gav genin eo ar Grennamzer ur mare hag a vez bamet razh ar rummadoù getañ. Ni a faot demp lakaat lec’hioù da vout bev-buhezek, o c’hontiñ ha gober ma c’hellehe ar weladennerion beviñ momedoù dibar eno. Bout zo ar gweladennoù ag ar c’hastell, evel-just, mes pediñ a reomp ivez an dud da vonet da ergerzhet an damani, da esaeiñ arbalastriñ, da saludiñ ezen Poatev pe deñved Eusa, da choukiñ da serr-noz ha selaou ur gontadenn pe sellet doc’h un arvest tan-ha-kurun. Ar sevenadur ne zle ket bout c’hwezh ar loued getañ ; er c’hontrol e tle bout festus, bev ha digor da razh an dud.

Marie, é chom e Sterwenn
A-c’houde 1986 ec’h on é chom àr vord ar Mor Bihan. Mam bugale ha mam bugale-vihan a zegemeran bep hañv. Int ivez zo kustum da zonet amañ ur wezh ar blez da aveliñ o fenn. Kresket eo ar re vihan, bremañ int kuriusoc’h e-keñver Breizh. Int a faot dezhe kompren un tamm gwelloc’h e-men e ruzont o zreid. Neuze e alian dezhe levrioù, ha meuzioù saourus ag ar vro a geginan dezhe. Sortiadennoù digustumoc’h a reomp ivez, evel àrlene pa oamp bet é pesketa get un ambrouger e Arzhon-Rewiz. Evel-se o doa bet tro da besketa o zreid en dour en ur glevet traoù diàr-benn istoer ar pleustr-se, e godoù, e reolennoù. Daet int da vout gouiziek àr an istr hag àr ar c’hrogennoù ! Er feson-se ivez e ta an den da vout tomm e galon doc’h ur c’hornig a Frañs…

Rémy Cochen, kontour (1200s)
4A-c’houde ma oan aet da gontour a-vicher e 2006 e vez goulennet genin monet da skolioù, da vediaouegoù, mes ivez labourat get kevredigezhioù ha get tud prevez. Bout zo ur gwir distro davet ar c’hontadennoù a-c’houde meur a vlez. Donet a ra en-dro an dud davete, tud a bep oad hag ag a bep sort metoù, hag ar gonterion a ra a-nevez get an hengoun dre gomz. Ar Mor Bihan zo ur c’hornad-bro e-lec’h ma c’heller aoziñ ur bochad baleadennoù kontet. Paot a lec’hioù er vro a zasson get an istoerioù am eus c’hoant da gontiñ, da skouer karn Gavriniz, ar Mont Bihan e Arzhon, gourenez Koulev. En Arzh e soñjan ivez : eno e kontin, evel-rezon, istoer ar plac’hig aet da vorverc’h dre garantez. Peotramant e kontin penaos e oa daet àr wel ar Mor Bihan hag ar bolpeganed… Me a blij din e tassonehe ar lec’hioù get ar c’homzoù. A-viskoazh on bet bamet get ar c’hontadennoù pobl ha get ar mojennerezh. Din-me e c’hell an neb a ra gete anavout gwelloc’h ur c’hornad-bro evit ma ne rahe get un ambrouger. Ur mare interesus eo an hañv dalc’hmat evit tizhet muioc’h a dud ha brudiñ an dremm-se a Vreizh.

Muzik ha mein kozh

Ur bochad abadennoù sevenadurel ha sitoian a lusko an hañv er Mor Bihan. E-harz monumantoù istorel e vo dalc’het lod anezhe evit lidiñ ar muzik hag ar glad àr ar mem ton. Nozvezhioù an Argoed, aozet bep blez get Bagad an Elven, a vo dalc’het e pikol kreñvlec’h an Argoed da-geñver teir nozvezh dibar. D’ar Sadorn 9, d’ar Gwener 22 ha d’ar Sadorn 23 a viz Gouere, d’enderv-noz, e vo sonadegoù get ar bagad (asambl get Patrik Ewen, kontour, kanour ha sonour a Vreizh) ha get kouviaded dibar.

E banelloù pavezet Gwened e vo festival an Arvor ur mare pouezus arall en deiziataer breton. Ag an 12 d’ar 15 a viz Eost e vo buhezet kêr Gwened get sonadegoù edan an amzer, get arvestoù, get festoù-noz ha get dibunadegoù. Un tan-arvest bras a vo tennet diàr ramparzhioù Gwened evit kloziñ ar festival ha miret ar spered fest poblel a zo dezhañ a-c’houde ma voe krouet e 1928.

Da jardrin glas-glas damani Kerlevenan, e Sarzhav, e vehet pedet erfin get ar festival La P’Art Belle. Àr tem ar morioù bras o deus savet aozerion ar festival ur programm stank get atalieroù, diskouezadegoù, predegennoù mes ivez get sonadegoù (November Ultra, Mermonte, Gael Faure...) hag arvestoù (Ar Morlaer ekologel, Hektor ar pesketour…). Ur sortiadenn a rank ar familhoù skriviñ en o deiziataeroù : d’an 3 ha d’ar 4 a viz Gwengolo e vo.

Gouiet + :
Facebook : festival d'arvor
bagad-elven.bzh
lapartbelle.bzh

5

Kredad luc’hskeudenn : MargauxDoré

E lec’hioù meur glad ar c’hornad-bro e vo dalc’het ar festivalioù en hañv-mañ, evel amañ, e damani Kerlevenan e Sarzhav.

Àr droed pe àr velo : kit da welet ar glad

Teñzorioù zo en hor maezoù glas. Kit d’o gwelet a-bad an hañv asambl get ho familh pe get ho mignoned, àr droed pe àr velo.

Troiadoù nevez àr velo a c’heller kavet en arload Geovelo : kaset e vehet gete e-kreiz c’hwec’h kêr c’hlas (Aradon, an Elven, Gregam, Pleskob, Sant-Teve ha Sulnieg). Hoz ambroug a ray an troiadoù Escapades da welet maezoù ha lec’hiennoù glad dizanav. Ho kas a ray ivez da gavout tud ar vro, artizaned he flijadurioù saourus. E lec’hienn an tolpad-kêrioù e c’heller ivez pellgargiñ ur levrig. Oc’hpenn hentadoù an arload e kaver ennañ a bep sort titouroù : lec’hioù touristel, pretioù, herberc’hioù ha chomlec’hioù talvoudus arall evit kemer an amzer.

A-hed pep unan ag an troiadoù-se em gavo àr ho hent geneoc’h Flora vihan, maskotenn ar c’hêrioù glas. Àr vord an hentoù e kavehet sternoù koad evit em boltrediñ asambl geti : kasit ho luc’hskeudenn demp ac’hann d’an 30 a viz Gwengolo, e-raok ma vo tennet d’ar sort ar loread chañsus a brofimp dezhañ ur banerad pourvezet. Kasit ho poltredoù get Flora da tourisme@gmvagglo.bzh.

Enklask ha dizoloiñ get Mys’Terre du Golfe

Ar c’hoari Mys’terre du Golfe zo graet evit ar re a vez gwell gete kas un enklask da benn en ur gerzhet, ha deskiñ en ur ober bourrus ! Get ar c’hoari avantur-se e c’heller a-c’houde 2020 disifriñ kemennadennoù kodet ha diskoulmiñ luziadelloù a-hed an hentoù don e Plaodren, e Kolpoù, e Gregam mes ivez e Pleskob hag e Sant-Teve. Get daou enklask ec’h eus diskouezet pinvidigezhioù 16 kumun en ur feson arall, get baleadennoù nevez. Evel-se e vo un neudenn da heuliiñ a-hed an troiadoù-se en natur. Evit c’hoari emañ dav monet da gerc’hat ur levrig d’ur burev titouriñ touristerezh e ti an douristed, pe da dier hor c’hevelerion… Ha bec’h d’ar spered a avantur !

Gouiet + :

Kavit razh an titouroù a-zivout Mys’Terre du Golfe e golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh

6

An troiadoù Escapades ho kas da welet maezoù dizanav deoc’h ha lec’hiennoù glad.

Blaz an amzer gwezharall er Moulin à café (1750s)

Ar Moulin à café zo ur stal liesservij ag ur sort dibaot hiziv an deiz. E-kreiz Sant-Armael emañ. Ur vouloñjerezh, un davarn hag un ti-butun eo àr un dro, hag ur lec’h ma c’heller lipat istr ag ar vro a-bad ar goañv. Fourgas a oa en ti an deiz ma oamp bet eno, ha kreñv e oa mouezh an amanenn hag ar sukr. « Donet a ra an dud amañ da zebriñ hor produioù mes ivez da veajiñ en amzer tremenet », eme Eric Le Joubioux, mab-kuñv krouerion ar Moulin à café. Ar renour, 56 vlez dezhañ, a zegemer e bratikoù hep gober ardoù : monet dre de a ra doc’hte, goulenn a ra petra zo nevez gete. Ag an eil taol d’eben em vesk ar c’homzoù. « Amañ em santomp evel er gêr » eme Clothilde, kustum da vonet d’an ti-kafe e vagoerioù lambrusk, kinklet giz ar blezadoù 60.

Àr razh an teodoù… ar gochtial

Ma vez leun a dud er stal hed-ha-hed d’ar blez eo a-gaoz ma vez sachet an dud di get ur produ dezhi. Ar pezh a c’hoantaont kement zo diskouezet en ti e-mesk an tammoù farz-forn hag an tammoù kouign-amanenn : ar gochtial (gwastell), bara briochet fardet e gourenez Rewiz. « Me zo daet ag Arzhon da breniñ unan, peogwir e veze alejet get ma mamm pa oan bihan », eme Vireille, ar pakad prizius en he daouarn geti. Produ brudetañ ar Moulin à café eo : evel krampouezh e vez gwerzhet ar briochennoù hengounel-se, kement ma n’eo ket bet cheñchet ar sekred a-c’houde dekvlezadoù. Ur wezh ar blez hepken e vez dishañval ar feson d’o gober : d’an 22 a viz Genver e vez briochennetoc’h c’hoazh gochtial Sant-Visant.

Ur bare 12 den a vez é labourat er stal a-bad an hañv. Kreizig-kreiz ar vourc’h e hañval bout he leurenn bokedet neuze. Hag evel-se e vo a-bad pell amzer c’hoazh. « Keit ha ma kemerin plijadur e talc’hin geti » eme Eric Le Joubioux en ur vinc’hoarzhin.

7

Gochtial, ur meuz gwallc’hoantaet, a vez graet get ar Moulin à café.

Gouiet +:
A-hed ar blez e vez digor ar Moulin à café, ag ar Meurzh d’ar Sul, en 1 straed an ti-kêr e Sant-Armael.

Bezhin Ti Bezhin kouviet er gegin

Remerket mat e vez stal Lucie Korgn e-kreiz kovu ar pesked e Gwened. He bezhin fresk, disec’h pe alejet e tartar o deus kavet o lec’h àr ar skorn, e-mesk ar c’hregin, an toun, ar brizhilli ha pesked arall ar c’hovu. Krouerez stal-labour ar bezhin Ti Bezhin a ginnig he froduoù a-c’houde 2020 da bratikoù un tamm bamet dirak he stal. « Ne ouie ket an dud kalz a dra a-ziàr ar bezhin c’hoazh, goulennoù a savont. Penaos o c’heginiñ, petra eo o zalvoudegezh vezhurel ? Kalz a amzer a dremenan é roiñ displegadennoù a-ziàr o fenn », eme ar genwerzhourez en ur vousc’hoarzhin. Ul levr sekredoù-kegin a vez geti evit aweniñ ar begoù lipous : tagliatelle wakame (butun Bro-Japan), pesked hiliennet get gracilaria…

En ur sellet a-dostoc’h doc’h ar plant-se a oa ken tost ha ken dianav dezhi àr un dro e oa bet dedennnet ar Vretonez, ijinourez labour-douar anezhi. « O mont en-dro biologel, al liamm strizh o deus get o endro, o ferzhioù tañvael ha mezhurel… Get razh an traoù-se e oan bet kendrec’het get ar soñj kas ma raktres da benn ». Àr-lerc’h pemp blez é klask hag é imbourc’hiñ e-tal an aod ha goude bout tapet ur master àr ar skiantoù-mor, setu hi ent ofisiel àr ar vicher dastumerez-finaerez bezhin-mor gouez. Neuze, pa ne vez ket e kovu ar pesked e tremen Lucie Korgn he amzer en digenvez àr ribloù mor bras ar Mor-Bihan. Dastum a ra aonori, kombu a Vreizh, fav-mor…  « Me ‘gav bourrapl al lodenn-se ag al labour dre ma vez chañch-dichañch hervez ar c’houlzoù-amzer, ar mareoù. Er mod-se ec’h eus meur a zremm da’m micher hag e c’hellan bleuñviñ », emezi evit kloziñ.

8

Lucie Korgn a vourr é roiñ da anaout trezolioù bihan ar bezhin.

Gouiet + : facebook : tibezhin

Kerbi en heol splann

Ar merk aradonat Kerbi, krouet e 2020 get daou studiour, a werzh produoù heol empentet e Breizh, graet e Frañs hag a zouj an endro.

Doc’h hañval n’eus skoilh ebet àr hent an daou-se. E 2020, pa oant studierion en o skol-genwerzh c’hoazh e oa bet Lucille hag Allan, 23 blez ha 22 vlez d’ar mare-se, é krouiñ o merk produoù heol Kerbi. Harpet e oant bet get an diazezadur Schneider ha get programm Incub’Activ ar gumuniezh tolpad-kêrioù goude-se, ha buan e oa eouliet mat mekanik an daouad her-se. Abaoe an amzer-se e talc’h ar merk aradonat da greskiñ ha da zispakiñ e broduoù e Frañs, ha diàr vremañ e Spagn, Alamagn, Belgia ha Bulgaria.

O diennoù heol a vez savet en un arnodva morbihanat e-raok bout aozet e Frañs. An elfennoù maenel a zo enne n’o deus ket kalz a dra da welet get ar siloù heol kustum a za ag an eoulgimiezh. Gwarezet e vez ar c’hroc’hen dre adkas skinoù UV get ar balzamoù Kerbi, efedus-bras oc’hpenn bout nebeut a skog àr an endro hag an ekoreizhiad mor. Ha disoc’hoù mat zo : kentizh ag en hañv 2021 e oa bet ar gwerzhoù dreist ar rakweladennoù. Get o lañs o doa divizet Allan ha Lucille enfrediñ tud ha peuraoziñ o dibab produoù. Get fiziañs-kaer enta e krogint get an hañvad nevez-mañ : « Ma vez brav an amzer e kontomp àr ur c’hengreadur etre 300 ha 500 000 € », a gred embann Lucille. Peadra da vagiñ mennantez nevez : endevout burevioù hag ul lec’h stokiñ, enfrediñ tud oc’hpenn, sevel produoù nevez ha donet da vout  - perak pas ? - mistri Frañs ar marc’had prederioù ekolo evit ar c’hroc’hen…

Gouiet + :

www.kerbi.fr

8

Krouerion laouen ar merk Kerbi, Allan ha Lucille, a-boan 25 blez.