Diwezhañ
Ti an embregerezhioù Créalis : ur c’hronnenn evit kreskiñ ar produerezh
Burevioù ha salioù-emvod sklêrijennet mat, lec’hioù ma vez brav kendiviz pe eviñ un tasad kafe asambl, magoerioù livet-flamm, gloestraj modern… Setu get petra a vez sachet ar selloù pa dremener treuzoù an tier Créalis pe ar Prism, tier embregerezhioù an tolpad-kêrioù, meret dre zileurierezh get VIPE Servijoù. An tier-se a ziskouez digemplezh ur skeudenn yaouank ha lañsus ha desachiñ a reont tremaze karg a embregererion yaouank, dedennet get burevioù dereat o feurm, lec’hioù hag aveadurioù a vicher laket en o c’herz, kuzulioù personelaet, ur chomlec’h evit ar post, ha traoù arall c’hoazh… Pep tra zo bet soñjet evit gelliñ meriñ ha diorren obererezh an-unan get plijadur hag aesaat a-heligentañ ar mennadoù hag ar raktresoù, dreist-holl dre an arbenn ag un egorenn labourat boutin nevez, gouestlet d’an embregezhioù nevezus e savadurioù ar Prism.
Er greizenn-se, a zo gouestlet d’an obererezh industriel ha tredeel, e labour ur pemzek embregerezh bennak nevez-savet, da aoziñ o meizad, da roiñ lañs d’o froduerezh, da sevel o rouedad evit kreskiñ, kreñvaat ha bout prest da daliñ doc’h bed an embregererion àr-lerc’h bout bet lojet tri blezad en ti-se d’ar muiañ.
Evit lakat an embregerezhioù pitik-se (edan daou vlez) da greskiñ e kinnig Créalis dezhe feurmiñ burevioù ha stalioù produiñ : salioù bras get selioù uhel-kaer hag un nor liespanelloù bras a-walc’h d’ar c’hirri-samm da c’helliñ donet tre. Oglennoù, akwariom, linenn broduiñ, kegin a vicher… da bep obererezh e feson kempenn !
Mes oc’hpenn kinnig ur feurm dereat a vez graet evit harpiñ an embregerezhioù pitik. Créalis zo ur rouedad lañsus ivez : « Amañ e c’hell an embregerion kejiñ an eil re get ar re ’rall, komz, debriñ asambl, eme Sophie Goasduff, karget da vuheziñ an tier embregerezhioù, kuit da chom en o-unan, en o c’harrdi lakamp. Dinec’hañset e c’hellant bout ! »
Aes daremprediñ get ar frammoù a harp an embregerezhioù er Prism (France Active, Initiative Gwened, Teknopol Vipe…), atalieroù business, servijoù kenlodennet (sal-emvod, liestenniñ, kafeteria, mekanik timbriñ…), kement-se a ro ar santimant d’an embregerezhioù pitik emaint lodek ag ur embregerezh vras.
Sébastien Lechevalier, ag ar stal-vara biologel Le pain d’ici, zo aet àr ar stegn bremañ.