Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

An tolpad, tostoc’h deoc’h bepred

Ekonomiezh
27/06/2022
in
Harpiñ an dud en o difraeoù melestradurel, o harpiñ da gavout labour, o aliiñ, o ambrougiñ, ha gober ma vehe aesoc’h dezhe gober get an niverel. Setu aze palioù an tolpad-kêrioù bep taol m’en doa digoret Servijoù titouriñ en e diriad er blezioù tremenet.

Àr-lerc’h Servijoù titouriñ ar Loc'h e Gregam ha Servijoù titouriñ an Argoed en Elven e vo digoret unan arall edan berr. Bep sizhun adal miz Gwengolo e vo kinniget burevioù-pad get un ti servijoù bale e tier-kêr, e mediaouegoù hag e KOSG e 8 kumun er c’hornôg da Wened (Aradon, Baden, an Arzh, Enizenac'h, an Arvor-Baden, ar Bonoù, Ploveren, Plougouvelen). Er feson-se e c’hello an neb a gar bout harpet en e zifraeoù a-fet stummiñ, evit adkavout labour, hag evit kement difrae melestradurel a zo.

Ur skourr nevez e Sarzhav

Ar mem tra a vo e Sarzhav, e gourenez Rewiz, get burevioù-pad Servijoù titouriñ Rewiz. Adal miz Gwengolo e vint dalc’het e kreizenn ar labour (takad Kerolier). Dait di da welet ha da gaozeal get hor pareoù, e-raok ma’c’h int da labourat da deñzorerezh kozh Sarzhav àr-dro fin 2023.