Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Tretiñ al lastez-ti, un dra a bouez

Lastez
08/04/2022
in
Kementad al lastez produet get annezidi an tolpad-kêrioù a gresk hep ehan ha kement-se, daoust d’an disoc’hoù mat evit a sell ouzh an diveskiñ diuzel.

Bep blez e ranker douariñ àr-dro 20 000 tonennad lastez-ti. Kreskiñ a ra kalz koust an oberiadenn-se abalamour ma vez nebeutoc’h-nebeut a lec’hiadoù douariñ hag abalamour da gresk an Taos Hollek war an Obererzhioù Saotrus lakaet get ar Stad. Kreskiñ a ray an taos-se, a oa e 17 € dre donennad e 2019, tamm-ha-tamm ha tizhout a ray 65 € e 2025, bezet ur c’hresk tost da 400 % !

Evit skañvaat ar c’hresk-se, oc’hpenn an diveskiñ, e rank razh an dud gober strivoù. Ha pa chom al lastez marc’hamatañ ar re na vezont ket produet ganeomp, gellout a reomp gober get muioc’h a jestroù simpl : lakaat un « Harz d’ar bruderezh ! » àr hor boest-lizheroù, gober muioc’h get ar gwer hag an endalc’hioù a c’heller implijout en-dro, choaz ar produioù a-drak, staliiñ ur roteler en hol liorzh pe en hon embregerezh, gervel servij drailhiñ ar glazajoù er gêr…

Tapit ar pleg da roteliñ !

Edan bannoù heol miz Ebrel emañ bras ho c’hoant da liorzhiñ ? Na harzit ket doc’h an c’hoant-se ! Ar c’houlz mat emañ da dremen amzer er-maez ha da soñjal er sturienn-mañ hag a dalv muioc’h c’hoazh el liorzh evit e lec’h arall : chom hep stlepel netra, treuzfurmiñ pep tra ! Dilerc’hioù glas zo ag un hanter ag an degasadennoù d’al lastezerezhioù, ha neoazh ec’h eus jestroù a-vostad da anavout evit o arboelliñ hag o zalvoudekaat. Netra gwell evit drailhiñ ar struzh ha gober plouz gete. Roteliñ a chom ar gwellañ feson da dalvoudekaat an dilerc’hioù organek, d’ober teil a vo skuilhet evit drusaat an douar. Ur jestr simpl hag hollbouezus ! Evit skoazelliñ an dud d’en ober e ro ar gumuniezh tolpad-kêrioù rotelerioù hiniennel d’an tiadoù ha d’an embregerezhioù a c’houlenn. Rotelerioù stroll zo bet staliet un tamm e pep lec’h dre ar c’hornad ivez.