Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Unan evit an holl, HAG AN HOLL EVIT AR RUGBI !

Sportoù ha diverrañsoù
29/06/2021
Un pour tous, et tous pour le Rugby
En ur c’hoari dispar a-hed ar c’houlzad-mañ eo bet lakaet ar rugbi àr wel get an RCV ha degaset lañs d’ar pleustr anezhañ en tiriad a-bezh.

Diàr an 2500 aotreed zo en departamant, ar Rugby Club Vannetais (RCV) eo ar c’hlub pennañ, get en tu-hont da 500 aotreed ag ar Mor-Bihan, 87% anezhe é tonet a gumunioù an tolpad. Intampi a za get ar c’hlub, koulz doc’h tu ar c’hoarierion ha doc’h tu ar suporterion hag a zo bet dilennet meur a wezh gwellañ arvesterion Frañs.

Er rummad Pro D2 en deus graet berzh ar c’hlub a-hed ar c’houlzad-mañ ha monet betek an hanterc’hourfenn ha bout en top 14. Met pelloc’h eget ar sport a vicher ec’h a an RCV. Get e Breizh Rugby Academy e stumm ar c’hlub àr-eeun re yaouank an tiriad hag e tiorro ar sport er skolioù, dre ginnig un tañva ag ar sport ha keveladurioù evel get rann sport ar skolaj Itron-Varia ar Menemeur.

AMATOURION RUGBI

Kluboù amatour a gaver ivez en tolpad hag a lak ar rugbi d’em lediñ en tiriad a-bezh. Da gentañ get ar Gregam Rugby Club hag a lido e hanter-kant vlez er blez-mañ. Un hirhoal hag a gadarna pleustr ar rugbi e norzh tiriad an etrekumuniezh, get un 230 aotreed bennak, meur a skipailh é keveziñ, div rann dudiamant hag ur skol get muioc’h evit 100 c’hoarier yaouank.

Er reter ec’h eo en Elven en em vod ar c’hoarierion e rugby club Bro an Elven (RCBE). Àr-raok eo aet bepred ar c’hlub abaoe 2008  betak endevout tost da 200 aotreed ha getañ dija ur skol labelaet 2 steredenn. Mennet eo ar c’hlub da greskiñ c’hoazh get pleustroù arall ! rugbi yec’hed, rugbi poupigoù, ha kement zo.

2023 É TONET

Nevesoc’h zo  eo er su he deus graet gwriziennoù an diskiblezh get ar Rewiz Rugby Club. Daou vlez zo emañ staliet ar c’hlub e Surzhur ha bout zo dija muioc’h evit kant aotreed ennañ. Klasket e vez kevelerion evit brudiñ pleustr ar sport-se en tiriad. Get kement a vegon eo daet an tolpad da vout ur gwir zouar degemer ar rugbi. Un dedenn hag a vo kresket c’hoazh get degemer kib ar bed 2023 er C’hwec’hkorn. Emañ ar c’hluboù é prientiñ an darvoud  dija !