Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ur renabl a-stroll e-sell da dapout al label Bro arz hag istor

Touristerezh
17/11/2020
Ur renabl a-stroll e-sell da dapout al label  Bro arz hag istor
Emstriviñ a ra ar gumuniezh tolpad-kêrioù evit al label Bro arz hag istor. Setu ma ver é renabliñ glad ar savadurioù en tolpad get skoazell tud a-youl vat. Ur perzh mat evit he emstrivadur a-benn fin 2022

Asambl get Kêr Wened emañ ar gumuniezh tolpad-kêrioù e-sell da astenn tachenn al label « Kêr arz hag istor » da 34 c’humun Mor Bihan Gwened tolpad evit tapout al label « Bro arz hag istor ». Evit an dra-se emañ é aoziñ ur renabl a glad ar savadurioù dre an tiriad, get kenlabour Rannvro Breizh. Edan krogiñ get ar renabl-se e ver en 33 c’humun (tost achu eo hini Gwened dija). Evit kas al labour-se da benn vat e vez graet tro o c’humun get tud a-youl vat hag a anav mat glad ar vro, e-sell da renabliñ ar meurvein, ar chapelioù, an tier, an tachennoù, ar feutenioù... Dre an difrae perzhiiñ-se e taimp da benn d’anavout gwell dibarderioù ar glad hag ar sevenadur dre ar c’hornad hag emañ an annezidi a-stroll ha lodek er raktres. Evit brudiñ ha talvoudekaat ar glad-se e skoazell ar gumuniezh an oberennoù kevredigezhel hag a-youl vat, get ar soñj harpiñ ha kenurzhiiñ al luskoù a zo dija, get kenlabour ar c’humunioù.

SELL(OÙ) ÀR AR GLAD

Evit lakat an dud da striviñ asambl àr-dro an emstrivadur evit al label Bro arz hag istor e oa bet aozet ur genstrivadeg fotoioù en hañv-mañ, soñjet evit an annezidi hag ar weladennerion. Get ar berzhidi e oa bet luc’hskeudennet ar pezh a gavent kaer pe dibar er glad ha mat da wareziñ pe da dreuzkas. Hervez e c’hoant e c’helle pep perzhiad lakat un tamm ag ar glad àr wel : ul lec’h, un dremmvro, ur savadur, ur pleustr arzel pe sevenadurel, ur chemet bennak, ha kement zo. Pal ar genstrivadeg : sevel a-stroll ur sell àr ar pezh a ra glad an tiriad. Setu an tri den a oa aet ar maout gete : Mathilde Ollivier evit he luc’hskeudenn « Sinagodoù e Boedig », Alexandra Marta evit « Livioù, plasenn Herri IV e Gwened » ha Franz-Renan Joly evit « Kastell Susinioù : moliac’h gourenez Rewiz ». Emañ an oberennoù-se e-mesk ar re gentañ graet evit emstrivadur an tolpad-kêrioù, e-sell da anavout glad dibar an tiriad ha da sevel ur raktres boutin, evit kreskiñ gouiziegezh, gouarnerezh ha talvoudegezh ar glad e kement stumm zo (savadurioù, natur, arkeologiezh…) dre gizidikaat an annezidi hag ar weladennerion doc’h ar pezh a zo tro-ha-tro dezhe.

Er rouedad vroadel ec’h eus 119 a gêrioù hag 71 a vroioù arz hag istor labelaet get ministrerezh ar Sevenadur. 

Luc’hskeudenn : Get glad ar savadurioù, ar glad naturel, ar glad sevenadurel… emañ bet awenet ar c’hant den bennak bet é kemer perzh er genstrivadeg luc’hskeudennoù Sell(où) àr an tiriad, just-evel Mathilde Ollivier he doa bet ar priz kentañ get al luc’hskeudenn-mañ.