Diwezhañ
Labourat evit ar genskoazell e Sant-Teve
Chanter Bod ar galon a ziwano e tachenn labourerezh Sant-Tebaod. A-benn miz an Azvent e vo ur savadur degemerus, kinklet get koad ha prenestroù-meur, prest da zegemer tud a-youl-vat ha degemererion Pretioù ar galon e deroù ar goañv.
E fin al labourioù-se, hag en termen-mañ ma vez tud e plegennoù breskoc’h-bresk, e vo ar gevredigezh e-tailh da respont d’ar goulenn àr gresk ha da zerc’hel da zasparzhiñ boued a-hed ar blez. Al lec’h-se a vo e plas ar savadur daet da vout re gozh e bali ar Jeneral Giraud e Gwened, soñjet get ar Pretioù hag evite, a sikouro kreñvaat ar genskoazell hag ar c’hengred er c’hornad.