Diwezhañ
UR STURLEVR AG AN TAOLIOÙ-INTRUDU LEC’HEL ha padus er Mor-Bihan
800 taol-intrudu evit bout kelaouet, beveziñ en ur mod arall, em ouestliñ, diorren raktresoù padus : setu mennozh « Écolocal » ar Mor-Bihan.
Er sturlevr-se e vo kavet ur bochad oberoù renket e daouzek tem. Evit pep ober ec’h eus titouroù, chomlec’hioù, testennoù get mailhed ha selloù a-dost doc’h oberoù fetis ha skouer.
Embannet eo bet get ar gevredigezh Clim’actions Bretagne Sud ha lakaat a ra àr wel an taolioù-intrudu kaset gant annezidi, kevredigezhioù, skolioù, strollegezhioù hag embregerezhioù ag ar Mor-Bihan evit degas respontoù nevez hag efedus da zalc’hoù an hin.