Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

WINDMORBIHAN GENOC’H àr an dour

Sportoù ha diverrañsoù
29/06/2021
in
Aesoc’h eo monet àr an dour a-drugarez da WindMorbihan a ro da ouiet penaos emañ an avel just pa vezer é c’houlenn
Ezhomm da ouiet penaos emañ an avel pe da welet ar spotoù merdeiñ dre video ? Kit àr www.morbihan.com. Al lec’hienn dave evit ar re a vourr get ar bageerezh-dre-lien-skañv, pleustrerion ar sportoù-dour, ar vageerion pe c’hoazh an dud a vicher àr vor eo WindMorbihan ha perzh a gemer e surentez an implijerion gant titouroù gwiriet bep ma teuont. Ganti e vez maget an imbourc’h àr mikro meteo arvor ar Mor-Bihan ivez. Evit gellout pourchas ar roadennoù-se e c’hell WindMorbihan, harpet gant Kompagnunezh porzhioù ar Mor-Bihan, ober get un houlograf, nav zaper avel ha trizek webkam a-hed arvor ar Mor-Bihan. Kement-se a ro an tu da roiñ da ouiet penaos emañ an avel en amzer real, en div euriad tremenet ha betek en eizh devezh diwezhañ. Hag ar webkamoù a ro an tu da welet spotoù pennañ an tiriad en ur geñver.