Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

47° Nautik a zalc’h get e hent

Sportoù ha diverrañsoù
01/04/2019
47
Emañ 47° Nautik edan krogiñ get ur c’houlzad nevez e diazlec’hioù merdeiñ an tolpad ma kinnigo c’hoazh obererezhioù mor a bep seurt ha hervez c’hoant pep unan.

Liorzh ar morioù ha klub moused evit tañva an obererezhioù mor adal an oad tenerañ, kentelioù prevez ha stajoù a-stroll evit deskiñ bageal hag em c’hourdonaat, baleadennoù sterniet (kaiak ha bagoù-dre-lien kozh) pe feurmiñ ur vag evit mont àr e oar pe en ur mod sportel. Bout e vo ivez redadegoù daougouc’h evel an devezh a oa bet aozet evit ar wezh kentañ àrlane. Er blez-mañ e vo ur redadeg daou zevezh oc’hpenn, get ur bivak. Mod-arall e kinnigo 47° Nautik sortiadennoù e-bourzh e vag dibar, Corbeau des mers. Mont a ray e gabiten da heñchour ha displeget e vo getoñ pegen puilh ha bresk eo ar Mor Bihan àr un dro ha petra eo ar boazioù mat da dapet evit e wareziñ. An obererezh-se zo bremañ anavet get ar Park natur rannvroel (PNR) zo bet é roiñ e label evit ar raktres-se.

Hag evit derc’hel penn an hent àr an douar bras ec’h eus bet digoret ur stalig enlinenn get 47° Nautik ma werzher t-shirtoù, sweat-shirtoù, kasketennoù, gymbagoù ha mugoù collectors À l’Aise Breizh empentet a-ratozh evit an degouezh.