Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

ENSAVADUR

SPORTOÙ HA DIVERRAÑSOÙ

Le rugby club de Vannes

3 ahel diorren zo e politikerezh an tolpad-kêrioù àr ar sport :

  1. 1. aesaat d’an holl embregiñ o c’horf hag ober sport.
  2. 2. lakaat ar strollegezh hag he arvor àr-wel.
  3. 3. lakaat ar politikerezh àr ar sport da gouchiñ gant diorren ekonomikel ha terkerezh a skiant vat.

Ur brastres ren ag an aveadurioù sport, hag a lak kalz pouez àr ar postadurioù, zo bet kadarnaet hag a servij c’hoazh da ziazez evit broudiñ ar c’humunioù da lakaat o ezhommoù e boutin. Poueziñ a ra dreist-holl evit ma vo savet aveadurioù zo (tachennoù sintetek, salioù liessport, tachennoù tennis toet, dojo) ha kaset àr-raok ur vegenn sportourion en tolpad.

Evit sachiñ muioc’h a dud trema an argoad emañ bet an tolpad-kêrioù é kempenn troiadoù bale e lanneier Lanvaoz ha dalc’het e vo da vrudiñ an hentadoù yec’hed ha dizoloiñ-se àr un tachad brasoc’h.

A-du-arall e ro an tolpad-kêrioù skoazelloù argant d’ar re a aoz abadennoù sport en tolpad. Gant se e vez kresket ar c’hinnig obererezhioù ha tizhet liveoù kenstriviñ rannvroel, broadel hag etrebroadel. Ar c’hluboù sport a live uhel a vez skoazellet gant an tolpad-kêrioù ivez hag en o mesk Klub Rugbi Gwened (RCV) a oa bet degemeret e pro D2 e 2016.

Evit achuiñ e striv an tolpad-kêrioù da roiñ lec’h da bolitikerezhioù ar gumuniezh e-diabarzh an aveadurioù a zo anezhe dija, evit kas oberoù àr-raok en tiriad.