Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

DEIZIATAER AR VONEDUSTED PROGRAMMET (AD’AP)

Àr-lerc’h lezenn an 11 a viz C’hwevrer 2005 evit ingalded an droedoù hag ar chañsoù e oa bet klokaet ar pezh a sell ouzh perzh ha keodedelezh an dud nammet gant lezenn engwiriadur niv. 2014-789 an 10 a viz Gouere 2014 ha gant ordrenañs niv. 2014-1090 ar 26 a viz Gwengolo 2014, a-gaoz da lakaat ouzhpenn stignadoù an Deiziataerioù a vonedusted programmet (Ad’Ap).

Da-heul un diviz a-berzh ar C’huzul-kumuniezh d’an 19 a viz Kerzu 2014 gant dilennidi ar gumuniezh kozh Gwened tolpad-kêrioù e oa bet lakaet ar strollegezh da vonet trema un Deziataer ar vonedusted programmet evit ar rouedad Kicéo.

Er stern-se emañ bet savet an Ad’Ap evit rouedad Kicéo goude bout studiet an traoù gant razh an obererion a sell an dra oute. Ennañ e kaver : diagnostik, kendiviz, pennaennoù diazez, ar pezh a vez kemeret e kont, deiziataer, an argant, roll al linennoù hag an arsavioù da vout aesaet d’an nammidi da gentañ hag ar programm a ya da-heul, roll an arsavioù lec’h ma’c’h eus gwiriet skoilhoù (disdalc’hioù), modoù nevesaat.