ENSAVADUR
SEVENADUR
Ar strollegezh nevez Mor Bihan – Gwened tolpad-kêrioù, da-heul kendeuzadur Gwened Tolpad, Kumuniezh-kumunioù ar Loc’h ha Kumuniezh kumunioù Gourenez Rewiz, d’ar 1añ a viz Genver, he deus adkemeret en he c’harg an divizoù termenet a-gent gant an tri DPKE kozh.
En un doare pleustrek e vez ingalet obererezh sevenadurel Mor Bihan – Gwened tolpad-kêrioù etre ar c’hinnig servijoù d’an dud hag an ijinouriezh raktresoù.
Ar c’hinnig servijoù
Kinnig a ra an tolpad-kêrioù e servijoù evit meriñ aveadurioù : An Erminig e Sarzhav, An Dasson Nevez e Sant-Teve, skol-sonerezh Gourenez Rewiz pe rouedad mediaouegoù Rewiz. Ouzhpenn-tra e ra an tolpad-kêrioù àr-dro diorren oberoù sevenadurel tost d’an dud er mediaouegoù, peotramant e-barzh aveadurioù sevenadurel arall e kumunioù ag an tolpad-kêrioù. Ur pezh skoazell a ro Mor-Bihan – Gwened tolpad-kêrioù ivez a-fet kizidikadur arzel ar skolidi pa ginnig arvestoù a-ratozh evit ar yaouankiz.
Diorren raktresoù
Àr dachenn an diorren raktresoù e vez renet stignadoù treuz gant an tolpad-kêrioù. Da skouer en deus lakaet ar skolioù kelenn arzel en ur rouedad, ken evit gwellaat ar c’hinnig tost d’an dud, ken evit ma c’hellehe ar sonerion yaouank mont ha dont etre ar skolioù hag o devout digarez da bleustriñ muioc’h. Evit implij boutin an ostilhoù hag ar servijoù emañ bet lakaet ar mediaouegoù ag an tolpad-kêrioù en ur rouedad. Dre roiñ skoaziadoù d’an dud o deus raktresoù e vez kresket ar c’hinnig foran àr dachenn ar c’hrouiñ. Roet e vez fontoù kenskoazell d’ar c’humunioù evit kas postadurioù sevenadurel àr-raok.
Gant Mor Bihan – Gwened tolpad-kêrioù e vez roet skoazell ouzhpenn hag a ro lañs d’ar politikerezhioù sevenadurel.
Lakaet en deus an tolpad-kêrioù da bal adtermeniñ ur raktres sevenadurel evit an tiriad. Gant ar raktres-se e vo gellet adframmiñ ur politikerezh sevenadurel àr un diazad buhez brasoc’h.