ENSAVADUR
DESKADUREZH UHEL
En ur skoulmiñ liammoù gant ar skolioù-meur hag ar skolioù bras ag e diriad e ren Ar Mor Bihan - Gwened tolpad ur politikerezh keodedel troet àr-zu ar re yaouank hag o amzer-da-zonet.
En un doare fetis e sikour an tolpad-kêrioù da ziorren ar stummadurioù deskadurezh uhel, an hentennoù àr-lec’h ar vachelouriezh, an hentennoù micherel, pe ar stummadurioù a-hed ar vuhez. An etrekumunelezh a respont ivez da wir gudennoù a-fet ezhommoù lec’hel pe terkiñ lec’hioù kelenn. E-keit-se e vez kaset gant Ar Mor Bihan - Gwened tolpad meur a ober da benn evit ar studierion (koumanant Kicéo, prestiñ belo, ha kement zo) evit gwarantiñ dezhe ur c’halite beviñ e-pad o studioù.
Oberoù kaset da benn
- argantaouiñ sevel skol-veur Tohanig
- skoaziadennoù mont en-dro roet da Skol-veur Kreisteiz Breizh (SKB), da Skol-veur gatolik ar C'hornôg (SKK), ha sikour ur wezh ar mare da derkiñ salioù-kelenn.
- kenlabour gant stummerezh an ijinourion siberdifenn bet krouet e 2013 ha roet gant Skol vroadel uhel ijinourion Kreisteiz Breizh (SBUIKB).
- argantaouiñ ar gador-gelenn embregerezhioù evit ar roadennoù digor
- prestiñ salioù evit ar skolioù deskadurezh uhel (ICAM, France Business School)
- kemer perzh er skol-veur holl oadoù
Reiñ a ra tro an oberoù-se da genderc’hel da lakaat niver ar studierion hag ar skolidi da greskiñ, da zigeriñ stummadurioù nevez ha da greñvaat brud Gwened evel trede kêr skolveurel e Breizh.