ENSAVADUR
ENDRO
Evit lakaat da dalvout al lezenn ag an 18 a viz Eost 2015 a-zivout ar cheñchamant doare energiezh hag ar c’hresk glas, en do Mor Bihan - Gwened tolpad-kêrioù da sevel Steuñv hin aer energiezh an tiriad (SHAET).
Ar benveg steuñviñ-se zo ur raktres evit an tiriad hag a zalc’h kont a zalc’hoù an hin, an aer, an energiezh ha razh, hervez meur a ahel obererezh :
- bihanaat an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer (GET)
- em ober ouzh ar cheñchamant hin
- beveziñ nebeutoc’h a energiezh
- gwellaat kalite an aer
- kas an energiezhioù nevezadus àr-raok
Gant ar SHAET e ta an diazezadur publik da vout kenurzhiour hag oberour ar cheñchamant doare energiezh, asambles gant holl ar berzhidi (embregerezhioù, kevredigezhioù, keodedourion...) empleget hag engouestlet el labour-se.
A-barzh ar SHAET ec’h eus :
- un diagnostik
- ur strategiezh tiriadel
- ur steuñv oberoù
- ur stignad evezhiiñ ha priziiñli>
Rankout a ra bout savet bep 6 vlez ha derc’hel kont ag ar brastresoù rannvroel hin, aer, energiezh (BRHAE) hag ar brastres evit kenstagded an tiriad (BEKT).