ENSAVADUR
LASTEZ
An deizioù, an niver a wezhioù ma vez dastumet al lastez hag ar mod d’o dastum a vo miret evel m’emaint e pep kumun.
En un eil prantad e vo prederiet evit gouiet penaos gwellaat an troiadoù dastum lastez zo anezhe bremañ ha, mar bez ezhomm, ar modoù ober. Ar servijoù arall a vo savet en tri DPKE kozh (rotelerioù, amiant, breviñ ar glazaj bras, dafar evit an abadennoù, ha kement zo) hag a gendalc’ho da vont en-dro gant ar memes divizoù.
Lasterezhioù an tiriad nevez
12 lastezerezh zo en tolpad-kêrioù. Emaint e :
- Kervelin e Sant-Teve
- Talwazh en Aradon
- Lambouc’h en Elven
- Bonnervo e Teiz-Noaloù
- hent Meriadeg e Ploveren
- Ar Vilig en Arzh
- Tohanig e Gwened
- Enizenac’h
- Kerherve e Lokmaria-Gregam
- Boderin e Sarzhav
- Kersaoz e Lokentaz
- Redoù en Arzhon-Rewiz
Gwelet kartenn an holl lec’hiadoù.
Ouzhpenn meriñ al lastez e ra an tolpad-kêrioù e seizh gwellañ evit kizidikaat an dud àr bep tachenn (skolidi, tud voutin, tud a vicher, kevredigezhioù ha kement zo) evit digreskiñ ar produiñ lastez ha kreskiñ an diveskiñ a-ziforc’h. Dalc’het e vez kont ag an engouestl-se er programm lec’hel evit dizarbenn al lastez, savet gant an AAEME* hag a rank bastiñ da balioù al lezenn Grenelle, ha gant al label Tiriad dilerc’h ebet foranerezh ebet nevez-tapet.