Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

PAL-BEAJ KREISTEIZ BREIZH - AR MOR BIHAN

Tourisme - golfe du Morbihan

Ar « palioù-beaj touristel », termenet gant Rannvro Breizh, zo kornioù-bro raktresoù. O fal eo, dre genlabourat, gwellaat an ober touristel en ur grouiñ bedoù kempoell a glot an eil re gant ar re arall, hag a ro tro da dermeniñ ur c’hinnig aesoc’h da gompren ha dedennusoc’h er rannvro.

An tolpad-kêrioù zo ur framm « bazhvalan » evit lakaat àr-sav ar pal-beaj touristel « Kreisteiz Breizh – Ar Mor Bihan » e kenlabour gant an Alre Kiberen Douar Atlantel.

Hag evit-se emañ bet dibabet an tolpad-kêrioù evit sturiiñ ur studiadenn, gant ar pal dielfenniñ ar strategiezh enframmet da ziorren an touristerezh a-skeul gant ar pal-beaj. C’hoant zo da denniñ gounit ag ar strategiezhioù hag ar raktresoù tiriad, d’o zolpiñ evit ober traoù asambl ha da lakaat ur strategiezh hollek da zonet àr-wel evit holl ar palioù-beaj en-dro d’ur youl voutin.