Diwezhañ
An Akwagolfoù prest evit an hañv
A-hed ar blez e vez digor an Akwagolfoù, kreizennoù dour an tolpad-kerioù. A-bad an hañv ec’h eus enne peadra d’ho tesachiñ : e Akwagolf an Elven, da skouer, ec’h eus tachadoù er-maez digor da goulz an hañv, oc’hpenn roudennoù-neuñval, ur ruz-revr, ur poull-c’hoari hag ur c’horn hevoud.
5 Akwagolf ar c’hornad-bro ho tegemer a-bad an hañv evit ur sortiadenn plijadurus, sportel pe asambl get ho familh. E Gregam, e Surzhur, en Elven hag e Gwened (Vanocea ha Kergadoù) emañ kreizennoù kouronkiñ an tolpad-kêrioù, get poulloù diavaez pe diabarzh, c’hoarioù, toboganioù ha kornioù c’hoari ha distenniñ. Razh an dud, ne vern o goustoù, a vourro eno ! Kentelioù evit deskiñ neuñval a vez kinniget ivez a-bad an hañv.