Diwezhañ
Aquagolfe Vanocéa : envie de tester les activités fitness ?
A-c’houde an distro-skol, Akwagolf VanOcéa, unan ag ar 5 kreizenn-dour a zo en tolpad, a ginnig daou obererezh nevez soñjet a-ratozh evit an dud paket get kleñvedoù henek (analiñ, kalon-gwazhied, neurodic’henezhadel, remmel, krign-bev…). Unan a-barzh ar poull hag eben er sal sport fitness.
Neuiadenn, belo, tapis, step… eo ar pleustradennoù kinniget evit labourat àr an analadur, ar c’hwezh, ar galon ha kreñvaat kigennoù ar berzhidi koulz hag o begon hag o mennantez.
Evel-rezon, evit an div obererezh-se e vez kinniget un evezh personelaet get un desavour sport labelaet sport-yec’hed. Ur feson ag ar gwellañ da adtapiñ doazhoni, begon, hag istim an-unan dreist-holl.
Evit gouiet hiroc’h : Abadennoù en dour d’al Lun etre 10e ha 10e45 hag er sal fitness d’ar Yaou etre 11e hag 11e45.
Pgz : 02 97 62 68 00
Evit gouiet hiroc’h ha lakat hoz anv : www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/aquagolfe-vanocea