Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ar Maezoù Modern get ar gevredigezh Teskaouerion Memor

Sevenadur
24/11/2020
CM
« Nadoezioù ha neudennoù a bep liv zo àr barlenn he fenestr... Juliette he deus graet he soñj da vrodiñ an dremmvro evel ma oa gwezharall. E-raok an adlodenniñ... »

« N’eus ket mui kalz a dud er pennc’hêr. Hogozik razh an dud zo àr o leve hag é chom e lodennaoueg nevez ar vourc’h diàr vremañ.

N’eo ket bet adkemeret an tachennoù.

Ne chom ket mui namet Yves ha Thérèse, nevez zo àr o leve, Julid kozh hag he mab Noël. Victor ha Marion a za ag em staliiñ ivez.

Dre forzh diviziñ get o amezeion e vez diskoulmet ar c’hudennoù a lake tav hag onglenn etre an dud.

Etre sorbiennoù ha danevelloù buhez, hunvre ha gwirvoud, e tibuner istoer ur vilajenn daoubennet get an adlodenniñ.

Un istoer evel un testeni ag ur mare forc’hellek ma oad tremenet trumm a ved kozh ar beizanted da ved al labour-douar a vremañ… »

Ar Maezoù Modern a c’heller adkavout e KUB

Ar gevredigezh Teskaouerion Memor

Ur grouadenn hag ur skignadenn skoazellet get Mor Bihan Gwened tolpad

« Teskaouerion Memor » a zastum memor an darvoudoù, ar c’hustumantoù, ar modoù beviñ, ar pleustroù sevenadurel, e-sell d’o daskoriñ ha d’o zreuzkas. An dastumadegoù-se zo da vout skignet d’ar brasañ niver a dud hag edan stummoù arzel a bep seurt (danevelloù, skridoù, diskouezadegoù, filmoù faltazi, atalieroù skol, kafedioù memor…). Poaniet he deus ar gevredigezh neuze evit kinnig un adsavadenn evit an holl ag ar grouidigezh arzel kaset da benn a-ziàr an adlodenniñ : diskouezadegoù bale, arvestoù, embann levroù, seveniñ skoroù niverel evit an diellaouiñ pe ar skigniñ foran. »

Gouiet hiroc’h ha mirout plasoù : Michel Corrignan er 06 62 15 07 89