Diwezhañ
Bageal-dre-lien : un Dro arallget an tolpad-kêrioù
Evit ar pempvet gwezh doc’htu e vo lodek an tolpad-kêrioù en Dro A-ouel, kement ha derc’hel da sikour merdeidi yaouank ar c’hornad da vont àr vicherelaat. Er blez-mañ e vo chañchamantoù avat...
E 2015 en doa divizet an tolpad enfrediñ merdeidi yaouank ag an tolpad da redek mor evit Tro Frañs àr vag-dre-lein. A-c’houde deroù ar raktres e oa aet ar maout get an akipajoù savet get an tolpad er rummad amatourion e 2015 hag er rummad yaouank e 2017, ha div wezh e oant bet trec’h er renkadur hollek e 2016 hag e 2018. Get ar raktres taol-lañs-se e oa bet roet tro da veur a verdead d’ober o hent àr ar vicher hag estroc’h evit en akipaj. Ar wezh-mañ e vo kaset an team get Solune Robertha Riwan Perron, bet « re c’hlas » an akipaj kozh. Kemer a raint penn ar stur er rummad amatour ha mennet-kaer int evit ar c’houlzad-mañ : « C’hoant hon eus da chom dirak atav é stourm a-enep an akipajoù gwellañ, evel ma oamp daet da benn d’ober a-vareadoù er c’houlzad tremenet. Dav eo dimp klask bout reoliekoc’h ha tapout fiziañs ennomp-nihon-unan. Disoc’hoù ar gourdonadegoù hagar redadegoù kentañ a ro kalon dimp. »
Ur chañchamant arall : ur c’heveler nevez zo. Bremañ emañ skoazellet an tolpad-kêrioù get ar c’hevredad morbihanat Breizh Cola. N’eo ket dianav bed ar bageal-dre-liend’an embregerezh, en he fenn Stéphane Kerdodé, pa ro skoazell da Gildas Mahé evit kevezadeg ar Figaro dija. « Àrlane em boa sellet a-bell doc’h disoc’hoù akipaj an tolpad-kêrioù e Tro Frañs àr vag-dre-lien. Goude bout kejet get Solune ha Riwan em eus komprenete jaoje a-walc’h o raktres doc’h hon engouestl àr tachenn ar merdeiñ. Evidon e oa poellek keveliñ get Mor Bihan Gwened a vourran bras anezhoñ pa’h on é chom eno. »
Ur skipailh nevez ha gouelioù nevez : akipaj an tolpad-kêrioù a vo da heuliiñ en Dro A-ouel a vo dalc’het adal ar 5 betek an 21 a viz Gouere.
Evit gouiet hiroc’h : www.golfedumorbihanbreizhcola.bzh