ENSAVADUR
BRASTRES-REN AN TREUZDOUGEN BOUTIN
Da-heul ar preder evit adwelet ar SCOT (brastres evit kenstagded an tiriad) hag ar PLH (programm lec’hel an annez) diouzh un tu ha da-geñver ar gevrat a vo sinet en-dro evit dileurierezh servij publik an treuzdougen (DSP) diouzh an tu arall, he doa lañset ar gumuniezh kozh Gwened Tolpad-kêrioù, e miz C’hwevrer 2014, ur gefridi studi fiziet er burev studi ITER, a-zivout sevel brastres-ren an treuzdougen boutin (SDTC) evit ar mare 2016-2020. Labour ar SDTC a oa termeniñ ar skeudenn a vehe gant ar rouedad treuzdougen en tolpad-kêrioù a-raok ma vehe tolpet ar c’humuniezhoù, ha gwelet ar pazennoù a vo dober anezhe evit kas an traoù da benn.
Ar pezh a oa en dalc’h e oa :
- derc’hel da wellaat ar rouedad Kicéo
- lakaat kementad ha kalite ar servij da vonet àr-raok da-heul diorren an tolpad-kêrioù a zo rakwelet, evit tizhiñ ar palioù uhel a oa merket er steuñv monedone e kêr (PDU) a-zivout niver an dud a implijo an treuzdougen boutin