Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Brezhoneg, hor yezh

Sevenadur
17/07/2020
Le Breton, notre langue
Muioc’h-mui a dud a ya da zeskiñ brezhoneg : ouzhpenn 30.000 int er bloaz-mañ, eus ar re vihan d’an oadourien.

A bep seurt tud zo a fell dezho deskiñ ur yezh a ya d’ober dibarelezh ar vro hag a ra ul liamm kreñv etre an holl. Muioc’h-mui a dadoù hag a vammoù a ziviz deskiñ brezhoneg da heul o bugale a zo e hentadoù divyezhek da skouer. Evit se ez eus da choaz : kentelioù-noz, kentelioù war an deiz, stummadurioù stank 6 pe 9 miz pad. Pa vo echu o stummadur gant an dud deuet e c’hellint lakaat o anv da briziañ o live yezh dre un Diplom Stad, an Diplom Barregezh Yezh (DBY) ha dre se e vo talvoudekaet o barregezh nevez, da vont war marc’had al labour da skouer.