Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Bugale : bec’h d’ar Bus endro

Endro
04/04/2022
2
Sachiñ evezh ar re vihan àr ar jestroù evit digreskiñ ha diveskiñ ar lastez, setu aze unan a balioù an tolpad-kêrioù evit harpiñ an treuzkemm ekologel.

A-c’houde oc’hpenn 20 vlez e vez redet-diredet ar vro get ar Bus endro, evit monet en arbenn d’ar skolidi. Bep blez e vez gweladennet ar bus get oc’hpenn 1.300 a vugale ag un hanter-c’hant klas bennak. Àr ar programm : un diskouezadeg nevez ha c’hoarioù diàr demoù liessort (ar foraniñ boued, ar fiñvusted, an diveskiñ a-ziforc’h...), atalieroù diveskiñ… Get ar benveg bale-se ec’h eus bet kavet ur feson digustum da atiziñ kuriusted ar vugale ha da sachiñ o evezh àr an diorren padus, en ur glokaat ar programm skol dre fesonioù deskiñ bourrus ha pleustrek.

345

 

567