Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Bulzunoù ho kas d’ar Rabin

Sportoù ha diverrañsoù
30/09/2022
in
Da-geñver digoradur koulzad nevez Rugbi Klub Gwened e vo kinniget ur servij bulzunoù bus da suporterion skipailh rugbi Gwened. Digoust eo ha gete e c’heller monet eeun betek stad ar Rabin ha leuskel ar c’harr er gêr hep kemer ar riskl da c’hwitiñ penn-kentañ ar match dre ziouer a blasoù parkiñ ! Kement-se zo graet get an tolpad-kêrioù, ar rouedad Kicéo, ti-kêr Gwened ha Rubgi Klub Gwened evit distrobiñ kreiz-kêr pa vez matchoù e Gwened ha harpiñ ar modoù monedone nevez.

A-walc’h eo diskouez ho plas evit ar match evit gellet pignat digoust en unan ag ar bulzunoù a c’heller tapout e 4 parklec’h en àrdroioù Gwened. Panelloù sklaer ho sikouro da gavouet al lec’hioù ma arsavont. Laoskit c’hwi da vout kaset gete evit ur sortiadenn sport didrubuilh-kaer !