ENSAVADUR
AN DILÉURIEREZH SERVIJ PUBLIK
Votet e vez politikerezh hollek an dilec’hiiñ evit ar 34 c’humun a zo enni gant Mor Bihan – Gwened evit respont d’ar pezh a zo dober e-keñver monedone er gumuniezh. Fiziet eo al labour meriñ ha kenurzhiiñ ar servijoù e CTGMVA (Kompagnunezh an treuzdougen Mor Bihan – Gwened an tolpad-kêrioù).
Kefridioù CTGMVA evit ar rouedad Kicéo :
- meriñ an dilec’hiiñ àr ar rouedad
- gwarantiñ kalite ar servij
- kelaouiñ ar pratikoù ha brudiñ ar rouedad
- skigniñ an teulioù treuzdougen
- pourchas stadegoù
- degas e vailhoni evit gwellaat ha diorren ar rouedad
Gant ar rouedad Kicéo e vez pourchaset busoù, kirri-boutin ha kirri ispisial evit kinnig servijoù a bep seurt hag a glot gant an eurioù ha doberioù an dud.