Diwezhañ
GWENED - Digoradur un 3vet hentad divyezhek publik
Get Kuzul-akademiezh ar yezhoù-rannvro emañ bet aprouet emdroadurioù ar gartenn-skol evit ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg en daou vlez da zonet ha programmet digoradur un hentad divyezhek publik er skol-vamm Doktor Calmette e Gwened a-benn miz Gwengolo 2021.
E Breizh ec’h eus oc’hpenn 19.000 bugel skoliatet en un hentad divyezhek galleg-brezhoneg. A-c’houde tost 40 vlez ec’h eus ag ar skolioù divyezhek galleg-brezhoneg hag a-barzh 3 rouedad : Diwan, an deskadurezh publik hag an deskadurezh katolik. En deskadurezh publik e vo an hentad divyezhek nevez-krouet. Niver ar skolidi zivyezhek zo kresket a 100% e Breizh en 10 vlez tremenet.
Get 334 a vugale enskrivet er c’hlasoù divyezhek evit ar blezad-skol 2020-2021 (er skolioù publik Roc’han ha Kliskoed, er skolioù prevez Frañseza Amboaz ha Sant Gwenn hag e Diwan) e oa Gwened e-mesk ar c’hêrioù ma ‘c’h eus ar muiañ a vugale skoliatet en hentadoù divyezhek e Breizh. Edan berr e tay Gwened da vout ar gêr nemeti a ginnig ur c’helenn e brezhoneg adal ar vagouri betek al lise da-heul digoradur lise Diwan a-benn blez.
Raktres an hentad divyezhek er skol-vamm bublik Doktor Calmette a sell doc’h ar vugale bet ganet e 2016, 2017, 2018 ha 2019.