Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Kas ar poubellennoù er-maez ? Un afer akustumañs

Lastez
01/04/2019
collecte
Kas ar poubellennoù er-maez zo lod a standur tiegezhioù an tolpad-kêrioù. Graet e vez seul taol, goude tenniñ d’ar sord pe hervez ur steuñv. Evit sikour ar re a zo ar garg-se gete, setu berr-ha-berr ar boazioù da gemer pa vez deiz ar poubellennoù

Evit an dud o deus bailhoù hiniennel, kentañ tra d’ober eo o c’has an noz kent betek ar lec’h tolpiñ (poent gwer àr ar leur) hag lakat dornelloù ar bailhoù e tu an hent evit aesaat labour gwazourion an dastum. Ur wezh tapet an akustumañs e vez graet hep soñjal. Evit ar bailhoù diveskiñ get ur golo melen, a-walc’h eo lakat ar pakadurioù a-vrak enne. N’eus ket afer lakat ar pakadurioù a-barzh seier, er c’hontrel, luzietoc’h e vehe ar labour tretiñ er greizenn diveskiñ. Ur wezh goullonderet ar bailhoù e rankont bout adkaset ganeoc’h, noz an dastum d’an diwezhatañ. Evit ar re n’o deus bailh hiniennel ebet e vo da bep tiegezh kemer boazioù arall evit lakat e lastez-ti hag e lastez adaozadus en endalc’herioù boutin.

Get gwazourion an dastum e vez graet kontrolloù kalite er bailhoù hiniennel. Er c’heñver-se e c’hell degouezhiñ e lakahent lurelloù-peg àr ar bailhoù ha n’int ket evel ma faot. Neuze e vez kaset ur gemennadenn d’an implijerion evit degas soñj dezhe ag an erbedennoù pa vez traoù a-dreuz pe danvez dic’hoantaet en ur bailh (fazi diveskiñ, gwer, plant, dilerc’hioù bras…). Evit chom hep em vankiñ e c’heller lenn e lec’hienn internet an tolpad-kêrioù an hollad reolennoù ma vez displeget rediennoù an hiniennoù er c’heñver-se.

Dav eo menegiñ ur chañchamant a-fet dilhad ar wazourion : evit nompas dedenniñ ar gwesped e vint orañj e-lec’h melen e-raok. Aesoc’h e vo o anavouet pa vint é tastum ar lastez hag ivez ma taont d’ho kwelet evit degas soñj deoc’h ag an erbedennoù.