Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

Mobilité

Réseau_Kiceo

Mor Bihan – Gwened tolpad-kêrioù eo ar bennadurezh a ra àr-dro an dilec’hiiñ àr he zachenn. Termenet he deus un tachad, a reer « dalc’h an tiriad » anezhañ, lec’h ma kinnig he servijoù dilec’hiiñ kêrel.

Ar servijoù kinniget

  • lakaat ar rouedad Kicéo da vonet en-dro (linennoù ingal e kêr ha tro-dro, treuzdougen diouzh ar goulennoù, servijoù skol, servijoù a-ratozh diouzh an noz, parklec’hioù eskemm da zonet…), fiziet eo ar gefridi a servij publik da CTGMVA, a zo d’an RATP DEV, betek an 31 a viz Kerzu 2023
  • lakaat linennoù trogêrel zo da vonet en-dro, dre ur c’henemglev kenurzhiiñ (fredad) gant departamant ar Mor-Bihan (linennoù TIM 3, 4, 8, 9 hag 11)
  • broudiñ an etremodelezh (prizioù, kelaouiñ ha kement zo) evit kenurzhiiñ ar rouedadoù treuzdougen a zo en tolpad-kêrioù
  • meriñ ar parklec’hioù eskemm da zonet (P+R) ; 3 zo da vout savet
  • meriñ al leurioù-kenweturiñ
  • meriñ politikerezh ar beloioù en tolpad-kêrioù
  • kelaouiñ a-zivout an dilec’hiiñ padus e-touez bugale ar skolioù