Site Web de Vannes Agglomération

ENSAVADUR

TOURISTEREZH

Tourisme familial dans le golfe du Morbihan

Emañ an tolpad-kêrioù é vonet da sevel ur brastres evit diorren an touristerezh hag ur steuñv oberoù kumuniezhel hag a heñcho dibaboù ar strollegezh nevez betek 2021. Rankout a reer echuiñ al labour-se, boulc’het e deroù 2016, e-kerzh ar blez.

Kendeuziñ a dalv krouiñ un ofis touristerezh nevez a-skeul gant ment ar strollegezh nevez da gemer lec’h an ofisoù touristerezh a zo en 3 etrekumunelezh kozh.

Palioù strategel pennañ ar brastres evit diorren an touristerezh zo :

  • startaat brud ar c’horn-bro àr dachennn an touristerezh, evit kreñvaat roll pennluskiñ an touristerezh evit dedenniñ obererezhioù ekonomikel
  • aesaat diorren un touristerezh kempouez ha padus en tolpad-kêrioù a-bezh en ur dalvoudekaat danvezioù an tiriadoù er c’hêrioù, àr an aod hag er maezoù.
  • lec’hiiñ tiriad an tolpad-kêrioù, sevel hag aoziñ ur c’hinnig touristel kempoell hag a glot gant an oberoù touristel lakaet àr-sav da liveoù arall ag an tiriad : da live ar rannvro ha da live lec’hioù Kreisteiz Breizh-Ar Mor Bihan, da live an departamantoù, ar PNR (park natur rannvroel), an DPKEoù (diazezadurioù publik a genlabour etrekumunel) tro-ha-tro.
  • termeniñ ar modoù nevez da aoziñ gouarnerezh an touristerezh en tolpad-kerioù