Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

« Goude gwelet kement-se, emichañs e ouiimp stagiñ hor gouriz… »

Monedone
21/01/2019
Transport des scolaires : sensibilisation à la sécurité
An tolpad-kêrioù en deus karg da aoziñ an treuzdougen da skolioù ar c’hornad ha monet e darempred gant ar skolajiaded evit sachiñ o evezh àr ar surentez en treuzdougen boutin. Atalieroù pleustriñ a vez kinniget evit deskiñ an emzalc’hioù mat dezhe. Evit ar stignad kentañ ec’h eus bet roet tro d’ar skoliaded da veviñ un degouezh dibar : gwallzarvoud ur c’harr-boutin …

E parklec’h Karrez an Arzoù en Elven emañ ar skoliaded é tonet er-maez ag ur c’harr-boutin dibaot hag a sach ar selloù kentizh ha ma arruer àr ar lec’h : àr e gostez emañ, evel ma vehe bet goude ur gwallzarvoud. Ur strollad nevez a skolajiaded zo edan damwelet ar pezh emaint é c’hortoz. Birvilh zo : « aon-bras hon eus », « space mountain eo, traoù ag ar choaz ! ».

Àr-lerc’h bout kouviet da bignat er c’harr-boutin ken dibar-se em gav ar skolajiaded asambl gant Emmanuel Klett, stummour gant Agora formation. Kement ha heñchiñ ar speredoù e lâr diouzhtu : « Gouiet a rit, n’eus ket e bar d’ar c’harr-boutin-mañ dre ar bed. Chañs hoc’h eus é vout amañ, n’eo ket gwir ? ». Sachet eo o evezh, digoret bras o speredoù. « Amañ emaomp evit sachiñ hoz evezh àr ar surentez hag ar rekiz stagiñ ho kouriz. Evit ho lakat da gompren e vo graet evel pa vehemp en ur c’harr-boutin é vonet àr e gostez. » Ma vehe bet ur gwir stokadenn ne vehe padet nemet teir eilenn. Tuchant, gant an taol-arnod-mañ e vo gorrekaet an traoù, edan 17 eilenn. Diskouez a ra Emmanuel ur video darvaniñ evit roiñ da gompren pegen pouezus eo stagiñ ar gouriz : « Goude gwelet kement-se, emichañs e ouiimp stagiñ hor gouriz… » a estlamm ur skoliadez.

Goude klevet un nebeud alioù, setu ar skoliaded é komañs gant an abadenn. Gant an difonn ma ya an traoù n’eo ket skodeget bras o speredoù mes chañchet eo o merkoù em lec’hiiñ a-gaoz d’ar sell e 90°. E-men emañ an nor-dec’hout bremañ ? Rag-eeun… Pep unan d’e dro e tec’h ar skoliaded doc’h ar c’harr-boutin. Er-maez ec’h eus birvilh en-dro, mall eo gante gouiet petra a vo da-heul. Paraviz dezhe, an atalier skarzhiñ ur c’harr-boutin mogedet, e kompagnunezh ar bomperion. O fal : skarzhiñ ar 55 skoliad edan 30 eilenn. Ar c’habiten Jean-Paul Chevillard, pomper a-youl-vat, a zispleg ar c’hemennoù d’ar skoliaded. Un taol-esae kentañ zo graet, hep moged, evit gwelet emzalc’h ar skoliaded. Tremenet mat an traoù. Pignat a ra ar 55 skoliad en-dro a-barzh ar bus, ha mem tra arre, mes gant moged en dro-mañ ! « N’eo ket drouk » emezañ. Setu lañset an abadenn-skarzhiñ. Àr-lerc’h 30 eilenn e ta an holl er-maez « sioulik ».

Un trede atalier a zo evit klokaat an abadenn gizidikaat-se. N’eo ket ken c’hoarius mes desket e vez traoù ivez. Lakat a reer ar gaoz àr ar boazioù mat, evit monet d’an arsav-lec’h, e-pad ar veaj, en ur zonet er-maez ag ar c’harr-boutin hag en àrdroioù ag ar skolaj. Hag evit kas ar lodenn-se en-dro eo bet Kicéo é c’houlenn sikour gant an archerion hag ar boliserion-kêr, kenlabourizion an diarbenn surentez àr an hent. Selaou a ra ar skoliaded, komz a reont etreze, tapout a reont skiant diàr ar pezh a zo diskouezet dezhe. E-raok kuitaat e vez roet ur profig dezhe : ur vrec’henn velen dasskedus da wiskiñ àr o dilhad pe da stagiñ doc’h o sac’h.

Ha bout ma oa aketus ar skoliaded, pet a ray doc’h ar c’hemennoù-se àr hir-dermen ? Maget e vez esperañs er skolajiaded nevez-se (paot mat anezhe a ra evit ar wezh kentañ gant an treuzdougen skol ar blez kentañ mand eont d’ar skolaj), a gemer skouer àr ar re zo akourset doc’h ar c’harr-boutin skol dija. Da bep oad e ranker anaouet ar reolennoù hag an emzalc’hioù mat d’endevout enta. Setu perak e kendalc’ho Kicéo gant e atalierioù (hep ar bus àr e gostez a ya a lec’h da lec’h dre an tiriad broadel) evit kinnig abadennoù-kizidikaat da razh ar skoliaded 6vet klas ag an tolpad.

Ar gelaouadenn a-bezh er magazin 360 enlinenn.

450 skoliad ag Aradon hag Elven a oa bet kaset d’un abadenn-gizidikaat kentañ aozet àr dachenn ar surentez gant Kicéo. Un abadenn-darvaniñ dibar a oa bet kinniget dezhe : hani ur c’harr-boutin goude ur gwallzarvoud.

KICÉO HAG AN TREUZDOUGEN SKOL :

9000 SKOLIAD A YA GANT AR C’HARR-BOUTIN

450 TROIAD SKOL